Degemer
tags
Afrika Ai'ta! akordeoñs Anne Auffret An Oriant ar redadeg Ar Vro Bagan Añjela Duval bagad Bagad Sonerien Bro-Dreger Barzhoneg Barzhoniezh beilhadeg Benjamin-Malo-Scène Bodadeg Ar Sonerien Bombard bombardes en fête bombard ha binioù Boneur Breizh brest Breton BREZEL 1939-1945 brezhoneg Bugale c'hoari-pezh c'hoariva chants de marin dañsal diwan diwanet diwan Louaneg Donostia ekonomiezh Erge Vras Etienne Rivoalan Euskadi FANCH MORVANNOU Farsadennoù farsal fent fentus fest-noz fest-noz fest noz FEST NOZ Kroaz Raden film google Gouel ar Vombard Gouel Broadel ar Brezhoneg gouelioù Gouel kan ar Vartoloded groupe fest-noz Gwengamp HOMELIENN Indianed istor Iwerzhon Kampionad Broadel ar Bagadoù kan kan-ha-diskan Kanaouenn Kanaouennoù kanaouennoù martoloded Kan Ar Bobl Kan familh LE FAOU - LE MENN - GUILLERM Kaouenn Net Kaozeadenn Karaez karantez Kawan kayak Kembre Kemper kenstrivadeg Kenstrivadeg kunujennoù klaskerien sonjoù kontadenn labour labour-douar Landerne Lannuon lennegezh le trio virtuel levrioù Lise Diwan Louaneg MAB an DIG manga Manifestadeg meziant micherioù musique bretonne muzik Naoned natur Nedeleg Ofis ar Brezhoneg Pempoull Perros-Guirec Perroz Perroz-Gireg pezh-c'hoari Plijidi plinn Plistin Ploumanac'h Politikerezh PREDEROURIEZ punk Ramoneurs de Menhirs Redadeg redek Roazhon rock Saloñs al Levrioù Sant-Ke-Perroz skol skolaj Skolaj Diwan Bro-Dreger skolaj Diwan Gwened skolajidi Skolajidi Diwan Gwened Skol Diwan Gwengamp Skol Diwan Lannuon Skol Diwan Louaneg 2017 skolioù brezhonek SNCF sonerezh sonerezh iwerzhonat Son Ha Kan SPEREDELEZ sportoù staj stourm strollad strollad sonerezh Taol-lañs Teatr Ti ar Vro Treger ha Goueloù Tregastell Treger tresadenn-vev TROIDIGEZ VREZONEG Tro ma C'hanton Tud video violoñs yaouank Yezhoù

Lannuon

Apero Jeant e Lannuon !
Embannet gant gireg konan Mon, 2010-04-05 19:07 | | |

Dre al lec'hienn Facebook e oa bet galvet an dud da zont da evañ ur banne digor-kalon war blasenn an ti-kêr e Lannuon d'ar Sadorn 3 a viz Ebrel. Ur c'hwitadenn eo bet ! Den ebet war al leur-gêr ! Den ebet ? Un 60 poliser bennak a oa o c'hortoz ar re o dije bet c'hoant da oueliañ ! Ha kouezhañ a rae glav ouzhpenn ! Ezhomm o deus an dud d'en em gavout asambles koulskoude. Peadra da brederiañ war hon bed a-vremañ, kuita.


Yann Talbot
Embannet gant gireg konan Wed, 2009-01-28 13:41 | | | | | |

Yann Talbot, beleg e Berlewenez ha n'eus ket keit-se 'zo person Landreger, kelenner war an istor hag an douaroniezh, zo bet stourmer a-viskoazh evit ar yezh. Amañ en heuliad filmigoù-mañ e tispak dimp e vuhez hag e soñjoù.


Orange Mekanik
Embannet gant Anonymous Mon, 2008-06-30 17:29 | | | | |

Bet zo ur vanifestadeg e Lannuon evit difenn al labour e Frañs Telekom R&D hag e Bro Dreger.


Manifestadeg e Lannuon evit gwirioù mab-den e Sina ha Tibet d'an 21 a viz Ebrel 2008, gant Pêrig an Danteg
Embannet gant gireg konan Mon, 2008-04-21 22:51 | | | |

Aozet e oa ur vanifestadeg gant keodediz eus Lannuon da 8 eur noz d'an 21 a viz Ebrel 2008, dindan ar glav puilh, evit goulenn ma vo doujet ouzh gwirioù mab-den e Sina hag e Tibet. Ar c'houlz eo rak bez' e vo selloù ar bed a-bezh war Sina a-benn nebeut da geñver ar C'hoarioù Olimpek. Petra ober a-hend-all pa 'z omp ken gwan ?

Bep meurzh e vo manifestet war blasenn an ti-kêr da 6 eur 1/2 noz. 



Oc'h aozañ ar REDADEG
Embannet gant gireg konan Sun, 2008-03-30 12:55 | | | | | | | | | |

Redadeg a vo evit ar brezhoneg tro-dro da Vreizh eus Naoned da Garaez. E vezer oc'h aozañ ar gouelioù hag ar redadeg. Poent eo peurechuiñ da gavout paeroned, rederien hag all. Emañ strollad hentad Montroulez-Kawan e-barzh ar jeu.

Evit kaout muioc'h a sklêrijenn war ar REDADEG sellit ouzh al lec'hienn-mañ :

http://arredadeg.free.fr/



Kib Frañs: Lannuon - Boulvriag
Embannet gant admin Thu, 2007-09-27 22:25 | | | | | | |

Kib Frañs: Lannuon - Boulvriag, gant Jilez Follezoù


Marc'had al Laou e Lannuon
Embannet gant gireg konan Tue, 2007-07-24 22:10 | | | | |

Foar al Laou 2007

 

Lannuon. D’an 22 a viz Goueren, 2007. Etre 10 hag 20 000 a dud a oa deuet, war gaeoù Lannuon e-tal an Ti-Post, da Foar al Laou, marc’had an traoù kozh. Prenañ, gwerzhañ, klask klokaat un dastumad, marc’hatañ, komz diwar-benn ur benveg sonerezh bennak, komz hepken hag adkavout mignoned kozh, kaozeal diwar-benn ur benveg kalfichañ, hag a-benn ar fin, mont d’ar gêr gant muioc’h a draoù evit na oad perc’henn warne diouzh ar beure. Setu aze petra eo Marc’had al Laou Skol Diwan Lannuon.

 

Kroget e oa an abadenn abred-tre, war-dro 4 eur, pemp diouzh eur beure, pa ‘z eo kroget ar varc’hadourien gentañ da erruout war al lec’h. Ur strollad eus Skol Diwan Lannuon a oa eno evit degemer an dud, lec’hiañ pep stal, bezañ sur e oa lakaet mat ar gweturioù hag ar c’hirri-stlej, ha harzh diouzh ar varc’hadourien da dapout re a blas diwar an aleoù. Setu an drevell gentañ o devez tud ar skol vrezhonek da blediñ ganti. Ur strollad all a dud a oa abred ivez o tommañ kafe, oc’h aozañ boued, fritez, krampouezh, silzig, meskl… Unan all a rae war-dro an ostaleri. Unan all c’hoazh war-dro ar stal levrioù hag ar strollad diwezhañ, war-dro ar stalig bitrakoù. Emberr e vo ur rummad all a dud o tont da zastum an traoù ha da renkañ ar blasenn. Setu strivadenn Skol Diwan Lannuon hag a lak kement a nerzh e Marc’had al Laou, ur foar hag a zegas kazi an hanter eus gounidegezhioù bloaziek ar c’huzul skoazell.



Manif evit Alcatel Lannuon - skeudennoù
Embannet gant yoann Sun, 2007-04-08 20:52 | | |

Skeudennoù manifestadeg Alcatel


Manif evit Alcatel e Lannuon
Embannet gant yoann Sun, 2007-04-08 20:42 | | |

Manifestaded evit Alcatel Lannuon


Oberenn kentañ Ai 'ta! e Sant-Brieg...
Embannet gant Pyff Thu, 2007-03-08 21:32 | | | | | | | | | |

Kelaouiñ an dud war stad truezus ar yezh... diskouez gant ur mousc'hoarzh e fell da dud yaouank kaozeal o yezh bemdez... Ai 'ta! koa!


Syndicate content
Yezhoù

Kevreañ