Degemer
tags
Afrika Ai'ta! akordeoñs Anne Auffret An Oriant ar redadeg Ar Vro Bagan Añjela Duval bagad Bagad Sonerien Bro-Dreger Barzhoneg Barzhoniezh beilhadeg Benjamin-Malo-Scène Bodadeg Ar Sonerien Bombard bombardes en fête bombard ha binioù Boneur Breizh brest Breton BREZEL 1939-1945 brezhoneg Bugale c'hoari-pezh c'hoariva chants de marin dañsal diwan diwanet Donostia ekonomiezh Erge Vras Etienne Rivoalan Euskadi FANCH MORVANNOU Farsadennoù farsal fent fentus fest-noz fest-noz fest noz FEST NOZ Kroaz Raden film google Gouel ar Vombard Gouel Broadel ar Brezhoneg gouelioù Gouel kan ar Vartoloded groupe fest-noz Gwengamp HOMELIENN Indianed istor Iwerzhon Kampionad Broadel ar Bagadoù kan kan-ha-diskan Kanaouenn Kanaouennoù kanaouennoù martoloded Kan Ar Bobl Kan familh LE FAOU - LE MENN - GUILLERM Kaouenn Net Kaozeadenn Karaez karantez Kawan kayak Kembre Kemper kenstrivadeg Kenstrivadeg kunujennoù klaskerien sonjoù kleweled kontadenn labour labour-douar Landerne Lannuon lennegezh le trio virtuel levrioù Lise Diwan Louaneg MAB an DIG manga Manifestadeg meziant micherioù musique bretonne muzik Naoned natur Nedeleg Ofis ar Brezhoneg Pempoull Perros-Guirec Perroz Perroz-Gireg pezh-c'hoari Plijidi plinn Plistin Ploumanac'h Politikerezh PREDEROURIEZ punk Ramoneurs de Menhirs Redadeg redek Roazhon rock Saloñs al Levrioù Sant-Ke-Perroz skol skolaj Skolaj Diwan Bro-Dreger skolaj Diwan Gwened skolajidi Skolajidi Diwan Gwened Skol Diwan Gwengamp Skol Diwan Lannuon Skol Diwan Louaneg 2017 skolioù brezhonek SNCF sonerezh sonerezh iwerzhonat Son Ha Kan SPEREDELEZ sportoù staj stourm strollad strollad sonerezh Taol-lañs Teatr Ti ar Vro Treger ha Goueloù Tregastell Treger tresadenn-vev TROIDIGEZ VREZONEG Tro ma C'hanton Tud video violoñs yaouank Yezhoù

Skol Diwan Lannuon

Obis Trio e Prad 2
Embannet gant gireg konan Sat, 2010-11-20 12:02 | | | |

Strollad Triad Obis Trio e Prad evit fest-noz Skol Diwan Lannuon, d'an 13 a viz Du 2010.


Obis Trio e Prad 1
Embannet gant gireg konan Sat, 2010-11-20 11:41 | | | |

Triad Obis Trio e Prad d'an 13 a viz Du 2010.


Dañs-Plin gant Startijenn
Embannet gant gireg konan Tue, 2008-11-04 22:30 | | | |

Setu un dañs-plin sonet gant Startijenn e Kawan e fest-noz Skol Diwan Lannuon d'an 11 a viz Here 2008.


Paotred ar Braz
Embannet gant gireg konan Mon, 2008-10-27 10:42 | | | | | |

Setu lodennoù eus heuliad dañs-plin paotred ar Braz e Kawan. Fest-noz Skol Diwan Lannuon a oa d'an 11 a viz Here diwezhañ.


Skrabell, kentañ kampionad e brezhoneg biskoazh
Embannet gant gireg konan Sun, 2007-11-25 13:51 | | |

Aozet ez eus bet ur genstrivadeg Skrabell e brezhoneg gant Skol Diwan Lannuon d'ar 24 a viz Du 2007. Ar wech kentañ e oa da aozañ un emgav a seurt-se. C'hoariet ez eus bet skrabell e brezhoneg er gêr gant tud 'zo, met biskoazh ne oa bet bodet an dud evel-hen. Marteze e vo gwelet abadennoù all a seurt-se o tiwan dre ar vro. Gras ma vo, rak ur blijadur e oa gwelout ur bern tud o labourat war o yezh evel-se a-hed d'un enderv.


Vals gant Carré Manchot
Embannet gant Abjalm Sun, 2007-10-14 14:14 | | | | | |

Enrollet e fest-noz Kawan aozet gant Skola Diwan Lannuon. En noz-se he devoa kollet Bro-C'hall he match rugby a-enep da Vro-Saoz. Abalamour da se e oa nebeutoc'h a dud evit kustum, met bremañ p'he deus kollet, e vo peoc'h da aozañ gouelioù ! rak marteze e teurvezo d'an dud distokal diouzh ho fellwelerezed trellus, teojet ma vezont.


Heuliad dañsoù Loudieg gant Carré Manchot
Embannet gant Abjalm Sun, 2007-10-14 13:24 | | | | | | |

Aozet e oa ar fest-noz gant Skol Diwan Lannuon.

Carré Manchot a zo anavezet abaoe ouzhpenn 20 vloaz 'zo e bed ar festoù-noz. Amañ emañ gant stumm nevez ar strollad. 



Marc'had al Laou e Lannuon
Embannet gant gireg konan Tue, 2007-07-24 22:10 | | | | |

Foar al Laou 2007

 

Lannuon. D’an 22 a viz Goueren, 2007. Etre 10 hag 20 000 a dud a oa deuet, war gaeoù Lannuon e-tal an Ti-Post, da Foar al Laou, marc’had an traoù kozh. Prenañ, gwerzhañ, klask klokaat un dastumad, marc’hatañ, komz diwar-benn ur benveg sonerezh bennak, komz hepken hag adkavout mignoned kozh, kaozeal diwar-benn ur benveg kalfichañ, hag a-benn ar fin, mont d’ar gêr gant muioc’h a draoù evit na oad perc’henn warne diouzh ar beure. Setu aze petra eo Marc’had al Laou Skol Diwan Lannuon.

 

Kroget e oa an abadenn abred-tre, war-dro 4 eur, pemp diouzh eur beure, pa ‘z eo kroget ar varc’hadourien gentañ da erruout war al lec’h. Ur strollad eus Skol Diwan Lannuon a oa eno evit degemer an dud, lec’hiañ pep stal, bezañ sur e oa lakaet mat ar gweturioù hag ar c’hirri-stlej, ha harzh diouzh ar varc’hadourien da dapout re a blas diwar an aleoù. Setu an drevell gentañ o devez tud ar skol vrezhonek da blediñ ganti. Ur strollad all a dud a oa abred ivez o tommañ kafe, oc’h aozañ boued, fritez, krampouezh, silzig, meskl… Unan all a rae war-dro an ostaleri. Unan all c’hoazh war-dro ar stal levrioù hag ar strollad diwezhañ, war-dro ar stalig bitrakoù. Emberr e vo ur rummad all a dud o tont da zastum an traoù ha da renkañ ar blasenn. Setu strivadenn Skol Diwan Lannuon hag a lak kement a nerzh e Marc’had al Laou, ur foar hag a zegas kazi an hanter eus gounidegezhioù bloaziek ar c’huzul skoazell.



Syndicate content
Yezhoù

Kevreañ