Degemer
tags
Afrika Ai'ta! akordeoñs Anne Auffret An Oriant ar redadeg Ar Vro Bagan Añjela Duval bagad Bagad Sonerien Bro-Dreger Barzhoneg Barzhoniezh beilhadeg Benjamin-Malo-Scène Bodadeg Ar Sonerien Bombard bombardes en fête bombard ha binioù Boneur Breizh brest Breton BREZEL 1939-1945 brezhoneg Bugale c'hoari-pezh c'hoariva chants de marin dañsal diwan diwanet Donostia ekonomiezh Erge Vras Etienne Rivoalan Euskadi FANCH MORVANNOU Farsadennoù farsal fent fentus fest-noz fest-noz fest noz FEST NOZ Kroaz Raden film google Gouel ar Vombard Gouel Broadel ar Brezhoneg gouelioù Gouel kan ar Vartoloded groupe fest-noz Gwengamp HOMELIENN Indianed istor Iwerzhon Kampionad Broadel ar Bagadoù kan kan-ha-diskan Kanaouenn Kanaouennoù kanaouennoù martoloded Kan Ar Bobl Kan familh LE FAOU - LE MENN - GUILLERM Kaouenn Net Kaozeadenn Karaez karantez Kawan kayak Kembre Kemper kenstrivadeg Kenstrivadeg kunujennoù klaskerien sonjoù kleweled kontadenn labour labour-douar Landerne Lannuon lennegezh le trio virtuel levrioù Lise Diwan Louaneg MAB an DIG manga Manifestadeg meziant micherioù musique bretonne muzik Naoned natur Nedeleg Ofis ar Brezhoneg Pempoull Perros-Guirec Perroz Perroz-Gireg pezh-c'hoari Plijidi plinn Plistin Ploumanac'h Politikerezh PREDEROURIEZ punk Ramoneurs de Menhirs Redadeg redek Roazhon rock Saloñs al Levrioù Sant-Ke-Perroz skol skolaj Skolaj Diwan Bro-Dreger skolaj Diwan Gwened skolajidi Skolajidi Diwan Gwened Skol Diwan Gwengamp Skol Diwan Lannuon skolioù brezhonek SNCF sonerezh sonerezh iwerzhonat Son Ha Kan SPEREDELEZ sportoù staj stourm strollad strollad sonerezh Taol-lañs Teatr Ti ar Vro Treger ha Goueloù Tregastell Treger tresadenn-vev TROIDIGEZ VREZONEG Tro ma C'hanton Tud video violoñs Vladiswar Nadishana yaouank Yezhoù

skolaj Diwan Gwened

Ar REDADEG
Embannet gant David Tue, 2016-04-19 09:14 | | | | |

Setu filmig hir kanenn ar Redadeg 2016 kaset da benn get AdaoZik ha skolajidi skolaj Diwan Gwened. Hag ar c'homzoù amañ :

Redadeg 2016


Uchta, Redadeg,
Redek evit ar brezhoneg
Huch 'ta !Redadeg,
Redek a rimp e brezhoneg
Ar re vras hag ar re vunut
Hag ar re a gav gwell chom mut
Rabezh an dud e Breizh a-bezh
A ganay hag a lakay bec'h !
A pa vehec'h gwenn, a pa vehec'h du
Melen pe ruz pe gwenn-ha-du
Dait geneomp àr an hentoù bras
Fonnapl hon eus Hor yezh da gas !
E Sant-Ervlan 'tal ar Liger
E treuzimp ar vro a boz-kaer.
E Lokoal a pa arruimp
E vo fiskal ar fest a rimp !
Savit ho treid e brezhoneg
Yaouank, ha kozh, treut pe postek
Dañsal a rimp, kanal a rimp
Ha get plijadur e redimp !



Nijadenn, diàr "Wings" get Birdy
Embannet gant David Thu, 2015-10-15 15:41 | | |

Kanenn Wings kanet get Arwenn, skolajiadez 4vet e Skolaj Diwan Gwened.


E-pad an deiz...
Embannet gant David Fri, 2014-02-28 14:56 | | |

E-pad an deizCool

Krouet get 6vet klas Skolaj Diwan Gwened e miz C'hwevrer 2014

E skolaj Diwan eh omp ar re vravañ,

Ne vern da besort kourz, 'pad an hañv er gouiañv !

Debriñ a raomp katev er c'hentelioù brezhoneg,

Ha krogadoù mell-droad 'pad ar gentel galleg !


E skolaj Diwan eh omp ar re greñvañ,

Ugent diàr ugent eo ar geidenn izelañ,



Diwan Kup Treuzrabin
Embannet gant David Thu, 2013-06-27 11:38 | |

Setu ur filmig savet get Erell, Marilin hag Adèle, skolajiadezed 3vet da gourz Diwan Kup Treuzrabin 2013. Savet eo bet ar fest da sikour get skolaj Diwan Gwened, harpet get TSD ha paeroniet get Melaine Favennec ha Florence Arthaud.


Trezol John Black Winter
Embannet gant David Wed, 2013-06-12 19:06 | | |

Ur wezh e oa ur gelennerez iskis é koll ur gartenn en ur sal klas... kartenn ur morlaer brudet anvet John Black Winter ! Aiaoùata ! 

Priz ar gwellañ senario e kenstrivadeg Diwan "an erminigoù" e 2013



Fest-noz
Embannet gant David Wed, 2013-06-12 14:25 | |

Ur filmig savet get skolajidi Diwan Gwened evit kenstrivadeg CLEMI "Keodedour-Kevelaouenner" e-sigur enskrivadur ar Fest-noz get an UNESCO. 

Tapet en deus ar film-mañ priz ar skolajoù er genstrivadeg. 



Diwan Kup ha palroeñviñ
Embannet gant David Wed, 2013-05-08 10:49 | | | |

Setu ur filmig savet blez zo get skolajidi Skolaj Diwan GWened diàr ar palroeñviñ. Tapet o deus "priz ar glad" e kenstrivadeg filmoù CLEMI e Roazhon e 2012.

A-benn an 16 a viz Mezheven 2013 e vo dalc'het an Diwan-Kup-Treuzrabin evit an eil gwezh . Dait niverus da festiñ pe da genstriviñ !

 

Titouroù :
Diwan Kup 

 



C'hoant kousket zo daet din !
Embannet gant David Sat, 2011-03-26 10:01 | | | |

C'hoant kousket zo daet din !

 pozioù :Skolajidi Diwan Gwened

Ton : David ar Gall

Bout zo tud amañ

N'eus ket hani 'barzh ma zi

Bout zo tud amañ

N'eus ket tra 'barzh ma fenn


'Barzh ar skolaj 'h on bet é labourat

E-kreiz ar vakañsoù, ne ouian ket perak ?

Matematik e faote din gober,

Bet on bet é kousket àr an daol ping-pong


E-kreiz an hañv 'h on bet en Ardeven



Syndicate content
Yezhoù

Kevreañ