Degemer

Pennglaoued o teredek war-du o boued

Pennglaoued o teredek war-du o boued
Embannet gant gireg konan Sat, 2010-01-23 17:21 | | | | |

Ul levr a zo bet nevez embannet gant Skol Vreizh, skrivet gant Madalen an Amour ha skeudennet gant Ivet al Loued. Anvet eo : Evned ma liorzh. Amañ e vez lennet deomp "Pennglaoued o teredek war-du o boued"  gant Madalen an Amour hec'h-unan.

Created by gireg konan on 23/1/2010
Creative Commons License
Viewed 4295 times
Downloaded 2144 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Sat, 2010-01-23 17:51

Pennglaoued o teredek war-du o boued

 

Ur blijadur eo, e-kerzh ar goañv, gwelet ar pennglaoued e-touez bleñchoù dizeil ar gwez bezv. Abred diouzh ar beure e teuont an eil war-lerc'h egile da bigosat an tamm druzoni staget ganin a-ispilh ouzh ur brank. Fentus e vezont a-wechoù daou pe dri asambles e-pign ouzh ar roued hejet-dihejet gant lusk an avel. 0 richan seder ha skañv a zihun ar mintin ri­vidik. Gervel a ra ar pennduiged bras o c'hen­seurted :

« Deuit ! Deuit ! Amañ ez eus ar pep gwellañ da zebriñ. Ha bemdez e vez kavet ke­mend-all. »

 

Klevet gante ar c'heloù e tered neuze pennglaoued a bep seurt : galveniged glas ken koant ha ken prim ha pennduiged bihan gwenn ha du, gant o c'habellig sonn war o fenn evel ur gribenn ; diskennet eo ar re-mañ eus ar gwez pin e-lec'h ma kuzhont an aliesañ a-hed ar bloaz.

 

E-barzh al laouer blat staliet uhel war ur peul ez eus greun a bep seurt hag ivez un tamm druzoni marc'had-mat. Pinted, rujo­denned, meleneged, piged ha kegined a-we­choù, turzhunelled, a bep eil pe asambles ez erruont holl war ar plas da gemer o lod eus ar boued kinniget dezhe.
[ login or register to post comments ]

Sujed: 
Golo al levr
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Sat, 2010-01-23 17:50
Evned ma liorzh
[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ