Degemer

Kornefiched

Kornefiched
Embannet gant gireg konan Sun, 2017-01-29 22:10 | |

Ur ganaouenn nevez savet ganin diwar-benn ar c'hornefiched pe boc'haniged ar Jentilez e Perroz ha penaos ez eo darbet dezhe bezañ lazhet holl e penn-kentañ an ugentvet kantved.

Created by gireg konan on 29/1/2017
Creative Commons License
Viewed 390 times
Downloaded 104 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Sun, 2017-01-29 22:14

Kornefiched, Kornefiched,

Bravañ lapoused zo er vro.

Kornefiched, Kornefiched,

Hag hon eus chañs n’int ket marv.

 

Ma teu deoc’h c’hoant da welet ‘nezhe

Tapit ur vag ha kit d’o c’hae

E-tal an enez emaint holl

Sellit ervat, n’vefet ket koll.

 

Lapoused bihan dre o ment,

Bras evel brini evelkent

Nijerien fall met buan-mik,

Ha gwenn ha du evel ar big.

Marellet eo o figos tev,

Ouzh perokidi int heñvel-bev,

Poc’haniged ‘vit tud an aod,

Godizi ‘vit ar martolod !

 

Gwechall ‘ oa kalz en enez vras

Bremañ zo un dornadig c’hoazh

Lazhet int bet a-dro-jouiz,

‘Vit o’r plijadur d’ar bourc’hiz

‘Vel olifanted Afrika,

Pe vizoned Amerika.

Diduet-kaer eo an tourist

Lorc’h bras a vez e tud Pariz.

 

Un nebeud a van en Arvor

O plavañ a-rez d’an dour-mor,

O splujañ prim beure ha noz

O neizhiañ c’hoazh en enez rous.

Karet int kalz gant tud Perroz

Pebezh banniel ‘vit ur barrouz

Lakaet int bet da arouez kêr,

Koantañ evn-mor ‘vit tud a aer.
[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ