Degemer

Kan ar Vartoloded

Kan ar Vartoloded
Embannet gant gireg konan Sun, 2017-01-29 20:39 | |

Kanaouenn a Vro-Leon a blij kalz din, kement ma plijfe din e vefe desket gant skolidi Skol Diwan Lannuon ha Skol Diwan Louaneg.

Created by gireg konan on 29/1/2017
Creative Commons License
Viewed 213 times
Downloaded 46 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Sun, 2017-01-29 20:50

 

Mar ho peus c'hoant gouzout ha klevet

Da biv eo ar werz-mañ kompozet,

'Zo graet d'ur vandenn vartoloded

A zo war ar mor-bras ambarket.

 

A zo war ar mor-bras ambarket

Seizh vloaz 'zo tamm douar n'o deus gwelet,

Prestik eo da gregiñ an eizhvet

Hag o frovisïon gante zo manket.

 

Kabiten al lestr a lavare

D'e vartoloded un deiz a voe :

– Hastit paotred, hag hastit buan,

Fritañ ar pachig bihan da goan !

 

– Ar pachig bihan na vo ket fritet

D'ar blouzenn verrañ e vo tennet,

D'ar blouzenn verrañ p'o deus tennet

Gant kabiten al lestr eo degouezhet !

 

D'ar blouzenn verrañ p'o deus tennet

Gant kabiten al lestr eo degouezhet,

– Ha posubl e ve 'ta ma Doue

E ve ma martoloded am debrfe ? !

 

Kabiten al lestr a lavare

D'e bachig bihan hag a neuze :

– A pachig bihan, pachig bihan

Te a zo dilijant ha buan,

 

Sav 'ta da veg ar wern uhelañ

Da welet peseurt bro 'z omp amañ.

Mont a ra d'an nec'h en ur ganañ,

Met dont a ra d'an traoñ en ur ouelañ.

 

– Netra ma mestr me n'em eus gwelet

Met seizh lestr ha kant a Spagnoled,

Met seizh lestr ha kant a Spagnoled

O tonet evit hon c'hemeret.

 

Ur pavilhon ruz o deus lakaet,

Ur pavilhon dimeus a liv gwad,

Hag a c'houlenn brezel pe gombad,

Hag hon bezo sur ur gwall grogad !

 

 

Kabiten al lestr a lavare

D'e vartoloded en devezh-se :

– En em sikouromp korf ha kalon

'Keit ha ' pado hon munision.

 

Kriz 'vije ar galon na welje

War aod ar mor-don neb a vije,

En ur welet al lestrig bihan

O stourm ouzh seizh lestr ha kant e-unan.

 

En ur welet al lestrig bihan

O stourm ouzh seizh lestr ha kant e-unan,

Met dre c'hras ar Werc'hez Venniget

Al lestrig bihan 'n deus gounezet.

 

 


[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ