Degemer

Ar REDADEG

Ar REDADEG
Embannet gant David Tue, 2016-04-19 09:14 | | | | |

Setu filmig hir kanenn ar Redadeg 2016 kaset da benn get AdaoZik ha skolajidi skolaj Diwan Gwened. Hag ar c'homzoù amañ :

Redadeg 2016


Uchta, Redadeg,
Redek evit ar brezhoneg
Huch 'ta !Redadeg,
Redek a rimp e brezhoneg
Ar re vras hag ar re vunut
Hag ar re a gav gwell chom mut
Rabezh an dud e Breizh a-bezh
A ganay hag a lakay bec'h !
A pa vehec'h gwenn, a pa vehec'h du
Melen pe ruz pe gwenn-ha-du
Dait geneomp àr an hentoù bras
Fonnapl hon eus Hor yezh da gas !
E Sant-Ervlan 'tal ar Liger
E treuzimp ar vro a boz-kaer.
E Lokoal a pa arruimp
E vo fiskal ar fest a rimp !
Savit ho treid e brezhoneg
Yaouank, ha kozh, treut pe postek
Dañsal a rimp, kanal a rimp
Ha get plijadur e redimp !

Created by David on 19/4/2016
Creative Commons License
Viewed 1558 times
Downloaded 1104 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Yezhoù

Kevreañ