Degemer

Ar Vestrez Gaouiat, gant Ifig Kastell hag Annaig ar Gorju

Ar Vestrez Gaouiat, gant Ifig Kastell hag Annaig ar Gorju
Embannet gant gireg konan Wed, 2015-06-17 20:04 | | | | | |

Ur werz eus ar re vravañ.

Created by gireg konan on 17/6/2015
Creative Commons License
Viewed 2557 times
Downloaded 824 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Komzoù "Ar Vestrez Gaouiat"
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Wed, 2015-06-17 20:09

AR VESTREZ GAOUIAT

Kanet gant Ifig hag Annaig Kastell

Istor ur paour-kaezh paotr, hag a oa aet dar skol ha bet touellet gant e vestrez he deus tapet un all a-raok fin an termen bet laket ganti a-raok an eurejoù.

                               ***

Me zo un den yaouank ha nen on ket galant,
Me ' oar skrivo ha lenn gounit aour hag archant,
Met me ' asuro deoch keit ' vo fin eus ma frepoz,
N hini choaz ur vestrez n' gousko na deiz na noz.
 
Me 'm boa choazet unan kaeroch evit al loar,
Ar vravañ plach yaouank a zo war an douar,
Me ch a da vonet bremañ, o ya, prest betek he zi
Da choulenn diganti, ya, bremañ dimeziñ.
 
Deboñjour deoch plach yaouank, setu me deuet dho ti
Da choulenn diganeoch, ya, bremañ dimeziñ
Diouzh ma lavarfet din, me 'c'h aio da studiañ
'Vit ur bloavezh pe zaou, ya, pe dri d'an hirañ.
 
It-hu ma servijer, it-hu da studiañ
'Vit ur bloavezh pe zaou, ya, pe dri d'an hirañ,
Neuze pa vin deuet en oad eus a bemp bloaz warn-ugent
Neuze me hoch eurejo hep koñje ma cherent.
 
N'oa ket ar bloaz echuet ha na choaz un hanter,
Na me 'm boa resevet eus he dorn ul lizher,
Ya, da lavaret din antreal incontinant,
« Kar ma zud deus ma dimezet ha nen on ket kontant.»

Salud deoch plach yaouank setu me deuet dar gêr,

Ya, pa 'm boa resevet eus ho torn ul lizher
Ya, da lavaret din « hastomp d' en em brepariñ »
Kar me zo deuet dar gêr, ya, 'vit hoch eurejiñ.
 
Dre onest den yaouank, kement hoch anavet,
Echu eo an amzer ma vezen dho soulajet,
Ya, sellit petra zo, o !, grit evel am eus graet,
Choazit ur vestrez all kar me zo dimezet.

 
Ma veze kement zo tout a lavare din
'Vije bet treitourez na oan ket vit krediñ
Mes bremañ a gredan kalet an eksperiañs,

Adieu dar plac'h yaouank, adieu dan holl fiziañs.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 


[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ