Degemer

Kanaouenn ar Brezel Pevarzek, gant Soazig Nobletz

Kanaouenn ar Brezel Pevarzek, gant Soazig Nobletz
Embannet gant gireg konan Wed, 2014-12-17 21:28 | | |

Kanet e Plouilio e miz Here tremenet da geñver ur gaozeadenn gant Roje Laouenan. Komzoù gant Per-Vari Mevel, ton gant Fañch Danno.

Created by gireg konan on 17/12/2014
Creative Commons License
Viewed 5011 times
Downloaded 1488 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Sujed: 
Ar Brezel Pevarzek
gireg konan's picture
Author: 
gireg konan
Deiziad: 
Wed, 2014-12-17 21:32

Son : Per-Mari Mevel, Ton : Fañch Danno

 Heol miz Eost a entane

Dir lemmet ar filc’hier,

O vediñ ’ oant d’ar mare

Ma tintas ar c’hleier.

Ne c’halvent ket d’ar gouelioù,

Kennebeut d’ar pardon,

Ken trist e oa o mouezhioù

D’an tan-gwall ‘oant o son.

Eus an tourioù en dremmwel

Betek bro Blounerin

E nije war an avel

Son klemmus an toksin. (2 X)

 

Lavar din-me, beajour,

Pelec’h eo krog an tan,

Ma redin di da sikour

An dud laket er boan.

‒ Siwazh e c’hellez lâret

Eo kroget an tan-gwall

Un tan na vo ket lazhet

Gant dour stêr na dour all !

Hemañ eo tan ar brezel

O redek a bep tu

War-lerc’h e flammoù uhel

Ne chom nemet ludu. (2 X)

 

Lezomp rastell ha filc’hier

Ar wrac’hell diechu

Evit monet da Wengamp

Da wiskañ ‘r bragoù ruz.

Va gwreg ha va bugale,

Na ouelit ket c’hwerv,

Dalc’hit ho nerzh da vale

Penn-da-benn an erv.

E-pad ma vin en arme,

C’hwi ‘ gaso an arar,

C’hwi ‘ hado da viz Here,

C’hwi ‘ c’hwenno an douar. (2 X)

 

A-benn Gouel an Nedeleg

Me ‘vo distro d’ar gêr,

Adarre gant va c’hezeg,

E-kreiz va farkeier.

Tremenet ar bloaz nevez,

Tremenet Mezheven,

An ozhac’h d’e diegezh

Ne zistroio biken...

Ne falc’ho mui ar gwinizh

Dindan an heol laouen,

Falc’het eo ‘n e yaouankiz

Du-hont ‘n ur park estren ! (2 X)
[ login or register to post comments ]

Yezhoù

Kevreañ