Degemer

E-pad an deiz...

E-pad an deiz...
Embannet gant David Fri, 2014-02-28 14:56 | | |

E-pad an deizCool

Krouet get 6vet klas Skolaj Diwan Gwened e miz C'hwevrer 2014

E skolaj Diwan eh omp ar re vravañ,

Ne vern da besort kourz, 'pad an hañv er gouiañv !

Debriñ a raomp katev er c'hentelioù brezhoneg,

Ha krogadoù mell-droad 'pad ar gentel galleg !


E skolaj Diwan eh omp ar re greñvañ,

Ugent diàr ugent eo ar geidenn izelañ,

O nag an ehanoù 'vez ar c'hentelioù gwellañ

'D eus ket kelennerion, é klemmichal dizehan


E skolaj Diwan eh eus ur polpegan

Troioù-kamm a ra deomp, na bout ema bihan

Sachiñ blev ar merc'hed, taolioù troad d'ar baotred

Ha dre e daolioù kamm, 'ma skarzhet ar prefed !


E skolaj Diwan eh eus lan a draoù brav

Bokedi liv an aour ha sonerezh atav

Komz a raomp brezhoneg, na kaer eo ar vuhez,

Komz a raomp brezhoneg, eürus eh omp bemdez !



Diskan :

'Pad an deiz, 'pad an noz

E rankan labourat e'it tapout notennoù mat

'Pad an deiz, 'pad an noz

Ne ran ket 'met kousket hag e hunvrean mat.

Created by David on 28/2/2014
Creative Commons License
Viewed 2264 times
Downloaded 986 times

Gallout a rit sellet ouzh ar video-mañ gant lenner Kaouenn.net, war-eeun war ho lec'hienn-c'hwi.
N'ho peus nemet da gopiañ al linenn-god da heul war ho pajenn web:


Yezhoù

Kevreañ