Degemer

Kaouenn Net

Kaouenn Net
Embannet gant admin Fri, 2006-12-15 19:42

E Brezhoneg !

Hon fal eo reiñ tro d'an holl re en c'hoantao da gaout traoù e brezhoneg. Tost an holl ac'hanomp a anavez unan bennak tro-dro dezhañ hag a oar brezhoneg. Estrevit ar skolioù brezhonek, an dilennidi pe ar c'hevredigezhioù sevenadurel, afer an holl eo ar brezhoneg.

Bremañ a-drugarez da internet e c'haller rannañ ar binvidigezh-mañ gant an holl ha Kaouenn Net zo graet da aesaat an traoù dimp:

Gallout a rit embann ar pezh a garfet:

  • reportajoù
  • bruderezh faos
  • pezhioù-c'hoari
  • filmoù skrijus
  • tresadennoù-bev
  • enrolladennoù ho strollad rock pe me 'oar me
  • atersadennoù ho mamm-gozh (m'emañ ganeoc'h an hini a ziskulio sekred he rekipe d'ober toaz krampouezh e vo mat dimp)
  • kenstrivadeg an dagadenn dre skeiñ krampouezh
  • degemer mat ar brezhoneg gant an SNCF e tiez-gar Treger
  • ...


Dimp-holl da gregiñ e-barzh !

 


Yezhoù

Kevreañ