Degemer
Skoazell
Sammad en Euro

Redadeg e Bro-Dreger 2008
Embannet gant admin2 Sun, 2008-05-04 23:59 | | | | | | |

Ar redadeg 2008 e Bro-Dreger, etre Plistin ha Kawan

Filmet gant Kaouenn.net



Kaouenn Net
Embannet gant admin Fri, 2006-12-15 19:42

E Brezhoneg !

Hon fal eo reiñ tro d'an holl re en c'hoantao da gaout traoù e brezhoneg. Tost an holl ac'hanomp a anavez unan bennak tro-dro dezhañ hag a oar brezhoneg. Estrevit ar skolioù brezhonek, an dilennidi pe ar c'hevredigezhioù sevenadurel, afer an holl eo ar brezhoneg.

Bremañ a-drugarez da internet e c'haller rannañ ar binvidigezh-mañ gant an holl ha Kaouenn Net zo graet da aesaat an traoù dimp:

Gallout a rit embann ar pezh a garfet:

  • reportajoù
  • bruderezh faos
  • pezhioù-c'hoari
  • filmoù skrijus
  • tresadennoù-bev
  • enrolladennoù ho strollad rock pe me 'oar me
  • atersadennoù ho mamm-gozh (m'emañ ganeoc'h an hini a ziskulio sekred he rekipe d'ober toaz krampouezh e vo mat dimp)
  • kenstrivadeg an dagadenn dre skeiñ krampouezh
  • degemer mat ar brezhoneg gant an SNCF e tiez-gar Treger
  • ...


Dimp-holl da gregiñ e-barzh !


Penaos reiñ dorn dimp
Embannet gant admin Fri, 2006-12-15 21:28

Gant a bep seurt doareoù e c'hallit hon skoazellañ :

Reiñ un tamm eus hoc'h amzer

Tapit ho kamera bihan (kameskop), ho pellgomzer hezoug pe luc'hskeudenner niverel bep gwech ma vez un digarez bennak da binvidikaat Kaouenn Net : boued zo ezhomm ha seul binvidikoc'h ha liesseurt e vo seul welloc'h e vo diskouezet eo bev hon yezh.
Emezelañ 
Ma fell deoc'h kemer perzh er gevredigezh e vefet degemeret mat evel-just :
  • evit kemer perzh en abadennoù aozet ganimp,
  • evit merañ al lec'hienn hag he framm deknikel,
  • evit aozañ stummadurioù,
  • evit kemer perzh en emvodoù ha degas mennozhioù nevez,
  • to translate...

Ha ma 'peus ket amzer...

E c'hallit reiñ dafar urzhiataerezh pe kleweled da enrollañ traoù, pe un nebeud gwenneien zoken !

Yezhoù

Kevreañ